Tommaso Campanella oa ur prederour italian. Ganet eo bet e Stilo e Calabria d'ar 5 a viz Gwengolo 1568, aet eo da Anaon e Pariz d'an 21 a viz Mae 1639. Studiet en doa ar steredouriezh hag ar gabbala. Barzh e oa ivez.
Sachet en deus evezh an Inkizision abalamour d'e vennozhioù. Didamallet e voe war-lerc'h daou brosez.
Goude bezañ kemeret perzh en un irienn c'hwitet evit diskar ar gladdalc'helezh e Calabriae voe toullbac'het e-pad seizh vloaz warn-ugent. Dieubet e voe gant ar Pab Urban VIII. Mont a reas da Frañs. Richelieu a roas ul leve dezhañ.
En e oberenn utopek "La città del sole" (Keoded an heol) bet embannet e 1602 en italianeg ha goude e latin (Civitas solis) e tiskoueze bezañ a-du gant ur voutinelezh klok.